Krater


Ar c'hrater stokadenn anvet Tycho war-c'horre al Loar.
Stok ur maen-kurun bras hervez un arzour

Ur c'hrater pe ur c'hrater stokadenn zo ur gleuzenn don pe donoc'h e stumm ur c'helc'h a zo bet stummet war-lerc'h stokadenn un draez a oa bras a-walc'h da chom hep bezañ distrujet penn-da-benn gant ar stokadenn. Implijout a reer ar ger-se e steredoniezh peurgetket d'ober anv eus disoc'h stokadur ar c'horfoù-oabl (un asteroidenn pe ur steredenn-lostek kouezhet war-c'horre ur blanedenn da skouer).

Dre vras e komzer eus astrokudenn d'ober anv eus holl zilerc'hioù ar stokadenn. N'eo ar c'hrater nemet ul lodenn eus an dilerc'hioù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search